Accueil » BR_Un bâtiment éthique
un empentiñ istorel hag etik
un arkitektouriezh dibar soñjet evit padout pell
Sellit a-dost… an istrerezh a gaver roud anezhañ en arkitektouriezh Ostreapolis zoken, hag er feson m’eo bet terket e ardremez.
Savet eo bet an ti get stummoù simpl hag hir ha get toennoù div bantenn gete. Hañval eo doc’h ur chanter istrerezh mes en douaroù. Get teol eo bet gwisket an talbenn reter. Get an dorn int bet razet, hervez un teknik kozh implijet get istrerion ar c’hornad.
Get beton kreginek eo bet savet al leurgêr. Krogennoù istr ac’h a d’ober 20% anezhañ. Dastumet int bet er Mor Bihan, e Tro-Park zoken evit lod anezhe. Ar seurt beton-se a c’hell bout treuzet aes get an dour, ar pezh a harz doc’h an dour-ruilh ha doc’h artifisielaat an douaroù. Ha seul vui a grogennoù a vez laket er beton, seul nebeutoc’h a draezh a vez implijet – un dra vat rak an traezh nend eo ket nevezadus.
ar savadur get sifroù
- 7448 teol naetaet hag adimplijet
- 532 dorkad get 14 teol e pep hini anezhe (7 teol berniet àr 2 renkennad)
- Àr-hed un talbenn 35 metr a hirder ha 3,10m a uhelder.
EMPENTET GET AN ATALIER PHILIPPE MADEC
Àr dreuzoù ar savadur e komañs ar weladenn, abalamour d’an dud da santiñ e-men ec’h int : tost emañ ar greizenn da div stêr, hani Pennerv hag hani Sarzhav. Get ar chal hag an dichal ec’h eus eno un aod-vev get plantoù dibar àrni. Kempennet eo bet a-ratozh ardremez Ostreapolis evit degas an aod-se da soñj d’an dud.
GWISKET AN TALBENN RETER GET TEOL RAZET
PENAOS E VEZ RAZET
Setu penaos e vez graet :
- Sevel razh an torkadoù.
- Soubiñ an torkadoù teol en ur gibellad raz get an dorn.
- Sec’hiñ àr savenn ar chanter strerezh (48 eur da nebeutañ).
- Un danvez naturel penn-da-benn ha bio a orin.
- Teol gwisket get dour raz gwenn « pur ».
- Un teknik artizanel kavet get an istrerion o-unan. Ur produ savet get an dorn hepken.
- Gwenn-kann e chom an teol a-hed o buhez.
Afer ho peus da vout aliet ?
Evit gouiet hiroc’h, kit e darempred get pare Ostreapolis : respont a ray deoc’h get plijadur, an abretañ ar gwellañ.