Accueil » Br_Exposition permanente
Tostaat, sellet, santiñ…
Daoust ma vezont kavet mat get an dud ec’h eo an istr blotviled kevrinus. En Ostreapolis em ziskouezont get razh o stummoù : e-men e vevont, penaos e vez adimplijet o c’hrogennoù, penaos e vezont savet. Ne chomo sekred erbet àr-lerc’h ho kweladenn ! Na chomit ket etre daou soñj ha dait da Ostreapolis evit bout soubet e-kreizig-kreiz an istrerezh !
Perlezennoù ar Mor Bihan eo an istr. Deleet e oa dezhe bout o zi, lec’h ma vo graet oc’hpenn gweladenniñ genoc’h : ur gwir avantur a vevoc’h e bed an istr. Ostreapolis zo ur greizenn displegiñ hag a zo gouestlet penn-da-benn d’an istr, d’an terouer, da chemet ar saverion hag ar saverezed, d’o c’helc’hiad buhez, d’o efedoù mat evel gederion ag an endro, ha d’an doareoù liessort d’o implijiñ.