Pol klaskerezh
Preniñ ur bilhed

kaozeadegoù & predegennoù

a-zivout dalc’hoù bras an arvor

Nend eus ket gwelloc’h evit Ostreapolis, ma vez degemeret kaozeadegoù ha predegennoù get arbennigerion, skianterion ha studierion get o doktorelezh. Labourat asambl evit gwareziñ ha talvoudekaat hon aodoù, a zo bravigoù ag an natur ha mammennoù dihesk a binvidigezhioù hag a anavedigezh nevez. Get an ti-se e kinnigomp ul lec’h ag ar gwellañ evit divizout hag em soñjal àr an dalc’hoù pennañ evit hon arvor hag hor morioù.

Pol studiiñ ha stummiñ

Ostreapolis a harp an dud a vicher a faot dezhe gouiet hiroc’h hag em varrekaat : sikour a ra dezhe da gompren gwelloc’h ha da blediñ get an daeoù endroel ha sokio-ekonomikel a rankont taliñ doc’hte.

Ur greizenn danvez

Ostreapolis zo ivez ur greizenn danvez evit ar studierion a faot dezhe kavout anavedigezh hag ar glaskerion a faot dezhe kavout roadennoù. Lakat a reomp en o c’herz e-leizh a ditouroù prizius, ostilhoù klask hag ur rouedad darempredoù evit magiñ ha seveniñ o labour.

Kompren an traoù dre studiiñ ar mikrobezhin fosilaet

Ur pennad-kaoz get Vincent Iractçabal

« Din-me emañ geoskiantoù ar mor ? evel un enklask polis », eme Vincent Iratçabal, a zo get un doktorelezh el labourva Geo-Ocean e skol-veur Gwened. Evel ur cold-case pa lavaran mat, rak studiiñ a ra traoù arruet meur a gant vlez zo. 

Henendroour eo an Euskarad yaouank 25 blez, a oa daet da chom da Vreizh nend eus ket pell zo. Displegiñ a ra emañ é « studiiñ fosiloù evit kompren penaos en doa cheñchet an arvor a-gaoz d’an hin ha da obererezhioù mab-den ». Evit e dezenn e labour Vincent àr ar mikrobezhin fosilaet. « Dynamique et évolution des efflorescences algales toxiques : signature temporelle à partir des sédiments littoraux bretons » eo titl e dezenn. « Me ivez am bez poan da zelc’her soñj ag hec’h anv » emezañ en ur vousc’hoarzhin. Berr-ha-berr e klask get e dezenn gouiet « a-gaoz da betra e oa lieskementet ar mikrobezhin pistrius… dre studiiñ an 200 vlez tremenet pe muioc’h, evit bout prest pa arruo mem tra en-dro en amzer da zonet ». Da gentañ e tele ar c’hlaskour yaouank kavout merkoù ha titouroù. Evit e labour e vo tennet karotezennoù gouelezennek ha tammoù àr-c’horre, er Mor Bihan hag e stêr Pennerv… Lod anezhe a vo stoket ha naetaet e labourva Ostreapolis, a zo miret evit ar skianterion. E-giz-se e c’hello Vincent labourat evel ma kar. « A-bad 3 blez e labourin kalz get ar mikroskop » emezañ. Àr ar mikrobezhin fosilaet en doa labouret dija a-bad e Vaster 2 e Bourdel. Evit adsevel an traoù em harpo ar skiantour àr teknikoù an henekologiezh, àr an douargimiezh hag àr ar ouelezennouriezh… « Labourat diàr meur a ziskiblezh, setu ar pezh a gavan mat er geoskiantoù » eme Vincent. Nend eo nemet penn-kentañ e enklask.

Ho pilhedoù enlinenn

Gweladenn glok

(Diskouezadegoù pad + berrbad)

Oadour 10€

Bugel 8€

Priz bihan 9€

Diskouezadeg pad

(Hep an diskouezadeg verrbad)

Oadour 7€

Bugel 5€

Priz bihan 6€

Diskouezadeg verrbad

(Hep an diskouezadeg pad)

Oadour 5€

Bugel 4€

Priz bihan 4€

Afer ho peus da vout aliet ?

Evit gouiet hiroc’h, kit e darempred get pare Ostreapolis : respont a ray deoc’h get plijadur, an abretañ ar gwellañ.