STAL iodet
Preniñ ur bilhedAccueil » BR_Boutique
C’hwi a faot deoc’h preniñ traoù artizanel ag ar vro ?
En hor stal e c’hellit kavout ha preniñ a bep seurt traoù digustum : boued a Vreizh, produioù kened naturel, c’hoarioù, levrioù… Lod zo bet savet diàr krogennoù istr zoken. Amañ e lakomp àr wel produioù dibar ag ar vro savet get skiant-vat. 90% anezhe zo graet e Frañs, ha diàr ar re-se ec’h eus 60% a broduioù a Vreizh. Ha 30% ag ar re-se zo ag ar Mor-Bihan !
La Biscuiterie des Vénètes
13 km doc’h Ostreapolis emañ ar wispiderezh artizanel brudet-mañ. Bio eo razh an danvezioù aoziñ, ha nend eus implijet danvez-mirout na danvez oc’hpenn erbet. Ag ar choaz eo ar madigoù get amanenn sall da lediñ. Ar vedalenn aour zo aet gete e saloñs al labour-douar e 2024 !
Perlucine
En Alaer (Mor-Bihan) emañ Perlucine, a zo ar merk pennañ ag al labourva Aquatonale. Savet en deus un torkad produioù kened diàr poultr krogennoù istr ha pri-mor. Klok eo ar c’hinnig : poultr evit naetaat an dremm, balm evit ar c’horf…
EtNISI
Un embregerezh a Lille eo. Talvoudekaat a ra danvezioù teuc’h hag o adaoziñ e stumm traezoù ar pemdez.
Get an doare sevel Wasterial® e vez implijet nebeud a zour ha ne vez ket poazhet a-bad pell.
En ur chanter kenempriñ e vez kenstrollet an traezoù nevez.
Plastylis
Pesketa àr droad a blij kalz d’an dud dre amañ. An dra-se zo kaoz e werzhomp paneroù pesketa bihan graet e Frañs, plijus o livioù ha marc’had-mat.
Friendly Frenchy
Dait da esaeiñ al lunedoù-heol Friendly Frenchy hag o sternioù dibar graet e Frañs diàr krogennoù istr ha kregin arall.
N’eo ket ret bout un tiked diskouezadeg evit gelliñ monet d’ar stal ha gwelet ar produioù nevez a ginnigomp a-hed ar blez. Digor eo da neb a gar d’ar mem eurioù hag Ostreapolis.
Afer ho peus da vout aliet ?
Evit gouiet hiroc’h, kit e darempred get pare Ostreapolis : respont a ray deoc’h get plijadur, an abretañ ar gwellañ.